Mont d’an endalc’had

C'hTZ-16

Eus Wikipedia
(Adkaset eus KhTZ-16)
KhTZ-16
doare karbed stourm
Iskevrennad eustraktour hobregonet Kemmañ
Anv er yezh orinХТЗ-16 Kemmañ
BrezelTalbenn ar Reter Kemmañ
Bro orinUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
OberataerLu Ruz Kemmañ
Saveruzin traktourioù C'harkiv, Volgograd Tractor Factory Kemmañ
ArmamentMindrailherez Degtiarev Kemmañ
Lakaet er servij1941 Kemmañ
Tennet eus ar servij1943 Kemmañ
Ur C'hTZ-16.

Ar C'hTZ-16 (rusianeg : ХТЗ-16) (diwar anv uzin traktourioù C'harkiv ; ukraineg : Харківський Тракторний Завод) a oa ur c'harbed stourm primsavet soviedel implijet e-kerzh an Eil Brezel-bed. Savet e oa bet en ur adimplij stern un traktour STZ-3[1]. Ar c'harbedoù a veze savet e C'harkiv betek ma voe rediet Soviediz da zilec'hiañ an uzin pelloc'h er reter. A-benn ar fin e oa bet kaset da Stalingrad. N'eus nemet 70-90 C'hTZ-16 hag a oa bet echuet. Bez e oa daou bourzhad er c'harbed. Da gentañ e oa bet armet ar c'harbed gant ur c'hanol enep kirri-nij 37mm, met dre ma oa bet gwelet ne oa ket galloudus a-walc'h ar c'hanol evit bezañ efedus e voe kemmet evit ur c'hanol eneptank 45mm 20K, hag ouzhpennet ur vindrailherez skañv 7,62 mm Degtyarev dezhañ. Lod eus ar c'harbedoù a oa bet implijet er stourm e trowardroioù Poltava e miz Gwengolo 1941 ha C'harkiv e miz Here 1941. Buan e voent distrujet er stourm a-enep nerzhioù lu an Ahel[2]. Ne voe ket mui produet goude ar bloavezh 1942.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]