Trevour
| Iskevrennad eus | Den |
|---|---|
| Rann eus | civilian population |
| Heuliet gant | soudard |
| Enebet ouzh | milour |
Hiziv-an-deiz hag hervez ar Gwir etrebroadel dengar pe Gwir ar brezel, trevourien a vez graet eus tud ha n'int ket izili eus nerzhioù lu o kemer perzh en ur stourm[1]. Un torfed brezel eo hervez Gwir ar brezel tagañ sibloù trevour a-ratozh gant soudarded e-kerzh mareadoù brezel. Trevourien o kemer perzh en ur bec'h armet a seller outo evel stourmerien e-maez lezenn, ha koll a reont neuze ar gwarez diouzh un dagadenn. Hervez Gwir ar brezel, arabat eo tagañ trevourien dre ma'z int tud ha na gemeront ket perzh en un doare armet a-enep ur bellour[2]. Trevourien ha ne gemeront ket perzh en un doare oberiant e bec'hioù armet a zo nann-bellourien gwarezet gant lezennoù ar brezel hag ivez gant ar Gwir etrebroadel dengar (GED), feurioù-emglev ha kenemglevioù, met ivez gant ar Gwir etrebroadel kustum.