Porched:Istor
Porched an Istor
Studiañ, liammañ ha kompren an darvoudoù a zo c'hoarvezet hag an traoù a zo bet graet gant Mab-Den eo an Istor.
N'eus ket anezhañ ur skiant-rik e doare ar jedoniezh pe ar vevoniezh da skouer, rak ken bras eo perzh an istorour evel den hag e berzh evel skiantour pa vez o studiañ an Istor.
Ur pennad bet dibabet

Emgann Kergidu ha traoù all c'hoarvezet e Breizh-Izel e-pad Dispac'h 1793 zo anv ur romant skrivet e brezhoneg gant Lan Inizan e dibenn an XIXvet kantved. Kontet eo da vezañ ar c'hentañ romant brezhonek.
Abaoe ma voe kavet ur romant koshoc'h diembann, Kastell Keryann Koadanskourr, e lavarer eo ar c'hentañ romant embannet e brezhoneg.
Embannadurioù
Kentañ gwech ma voe embannet Embannet e voe e ti Lefournier, e Brest, dre ziv lodenn, al lodenn gentañ e 1877 hag an eil e 1878.
Adembannet eo bet e peurunvan, dre ziv levrenn bepred, gant Al Liamm e 1977.
Nav fennad warn-ugent zo en holl : c'hwezek pennad a ya d'ober al levrenn gentañ, tra ma'z a trizek pennad hepken d'ober an eil levrenn.
Ar romant
Kontet eo ennañ troioù Yann Pennhorzh a gemeras perzh en emgann Kergidu, e Plougouloum, nepell diouzh Kastell-Paol, e 1793, a-enep soudarded ar Republik, renet gant ar jeneral Jean Baptiste Camille de Canclaux.
Prezegennoù hir diwar-benn ar relijion zo el levr, e brezhoneg yac'h avat, hag un oberenn a bouez eo evit studi ar yezh koulz ha hini an istor hag ar gevredigezh. E 2015 e oa c'hoazh da vezañ studiet e programm an testeni CAPES, hogen ne oa mui Emgann Kergidu er programm e 2021
Lenn muioc'h
Ur skeudenn dibabet
Ar porchedoù istor
| Egipt an Henamzer | Gres ha Roma an Henamzer | Impalaeriezh Japan |
Ar raktres Istor
- Nevezinti
- War-dro ar porched Istor
Pezh a hell bezañ graet
- Kenderc'hel da binvidikaat ar porched
- Rummata ar pennadoù istor
Rummadoù
- Rummad:Istor
- Rummad:Istor ar broioù
- Rummad:Istor dre zanvez
- Rummad:Kronologiezh
- Rummad:Istorourien
- Rummad:Istor Breizh
Wikimedia nesañ
| Istor e Wikiarroud (en) arroudoù |
Istor e Commons Skeudennoù |
Istor e Wikimamenn Skridoù (en) (fr) |
Istor e Wikilevrioù Levrioù ha skridoù (en) |
| Porchedoù a vank Pere eo ar porchedoù ha penaos sevel unan ? | |||||
| Arzoù | Douaroniezh | Jedoniezh | Kevredigezh | Skiantoù | Teknologiezh |