Kastell Dinbych

Kastell Dinbych zo ur cāhastell eus Kembre a voe savet goude aloubadeg ar vro-hont gant ar roue saoz Edouarzh IaƱ. EmaƱ war un dorgenn, dreist kĆŖr vihan Dinbych, en hanternoz ar vro.
Moarvat e voe implijet al lecāh ken abred hag ar Grennamzer uhelaƱ hag e oa ur cāhreƱvlecāh kembreat eno (« kastellĀ Ā» eo ster ar ger "din" a gaver en anv-lec'h Dinbych). Ar cāhastell mein a weler bremaƱ avat a voe savet gant Henry de Lacy, trede yarl Lincoln, a resevas an douar digant Edouarzh IaƱ, goude trecāh hemaƱ war ar priƱs Llywelyn ap Gruffudd, e 1282. KĆŖr Dinbych a voe savet dāar mare-se ivez.
Rannet e oa ar cāhastell diouzh ar peurrest eus ar vro gant mogerioù-kreƱv bras, evel kestell all savet e Kembre gant ar Saozon en amzer-se, Kastell Caernarfon da skouer.Un nor nemeti a oa da vont e-barzh ha difennet e oa an nor-se gant tri zour.
E 1400 e voe taget Dinibych gant soudarded Owain Glyndŵr. GouzaƱv kalz a reas kĆŖr met herzel ouzh ar seziz a reas annezidi ar cāhastell.
E-pad Brezel an Div Rozenn e voe taget ar cāhastell dre ziv wech gant nerzhioù Tiegezh Lancaster er bloavezhioù 1460, met ne zeujont ket a-benn da gemer anezhaƱ.
E-pad Brezel Diabarzh Bro-Saoz e voe lakaet seziz war ar cāhastell gant soudarded Cromwell er bloavezh 1646. Goude se e talvezas da doull-bacāh da lakaat ar roueelourien bet harzet e-pad ar brezel.
Goude distro Charlez II war an tron, e 1660, e voe dilezet ar cāhastell ha tamm-ha-tamm e kouezhas en e boull.
E dalcāh an aozadur Cadw emaƱ ar cāhastell bremaƱ.

Liammoù diavaez
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- Lec'hienn Cadw (kembraeg ha saozneg)
