Mont d’an endalc’had

François Hippolyte Lalaisse

Eus Wikipedia
F. H. Lalaisse
Homme et femme de Pont-l'Abbé (1848)
AnvDelalaisse, François Hippolyte
Ganedigezh27 a viz Genver 1810
Nancy, Loren
Marv13 a viz Meurzh 1884
Pariz, Enez-Frañs

MicherioùLivour, treser, maendreser, poltredour, livour loened, kelenner war an tresañ

Enorioù Marc'heg al Lejion a enor

François Hippolyte Delalaisse, brudet dindan an anv Lalaisse (Nancy, 27 a viz Genver 1810 – Pariz, 13 a viz Meurzh 1884) a oa ul livour gall. Un treser, ur maendreser, ur poltredour, ul livour loened hag ur c'helenner war an tresañ e oa ivez.

Thérèse Barbe Louise Perrez e oa e vamm, hag Augustin Delalaisse, ur mentoniour, e oa e dad.

Er bloavezhioù 1830 ec'h erruas François Hippolyte e Pariz, man eas da zeskard e labourva al livour Nicolas-Toussaint Charlet (1792-1845). Diwezhatoc'h e voe eiler e vestr a-raok kemer d'e dro ar garg a gelenner war an tresañ en École polytechnique, ma kelennas adalek 1839 betek 1877[1]. Ar remzad-se e voe an abeg ma voe deroet dezhañ ar rez a v-Marc'heg al Lejion a enor d'an 3 a viz Eost 1875[2].

Goude pemp bloavezh stummadur, e 1835, e lakaas taolennoù war ziskouez e Saloñs Pariz[3].

Un arbennigour war ar skeudenniñ unwiskoù e oa F. H. Lalaisse e Skol lieskalvezel Pariz. Dre se, ar maendreser Pierre Henri Charpentier (1771-1854), a oa embanner ivez e Naoned, a c'houlennas digantañ skeudennaouiñ ul levr a-zivout dilhad ha gweledvaoù Breizh. Asantiñ a eure al livour, a veajas dre Vreizh e 1843 ha 1844 evit brastresañ ar pezh a wele ; e 1845 e teuas al levr Costumes et vues pittoresques de la Bretagne a-zindan ar wask.
Meur a levr a voe skeudennaouet gant F. H. Lalaisse a-c'houde ar beajoù-se etre 1845 ha 1864[4].

Pan erruas F. H. Lalaisse e Pariz, brete a oa o ren e metoù an arzourien eno a-zivout ar c'helenn en akademiezhoù ; lod anezho e kave dezho e oa re strizh ar reolennoù a oa bet lakaet e pleustr gant an ensavadurioù-se, ha mui-ouzh-mui a livourien ha kizellerien a oa mennet da nevesaat an doare. Al livour Charlet a oa unan eus kaserien al luskad-se, pa save a-enep implij stank doareoù an Henamzer en arzoù gall ; hervezañ e oa ret dilezel an amzer wezhall ha treiñ ouzh an dud a-vremañ. Krog e voe an arzourien da sellet pizh ouzh ar gevredigezh m'edont o vevañ. Moarvat e voe levezonet F. H. Lalaisse gant mennozhioù e vestr[1].

An nevezadur-se a oa e go neuze endra edo al livour yaouank o veajiñ e Breizh, met troet war-du an tremened e oa war an dro rak bourc'hizien ar mare a argase kement tra arnevez. Kuitaat ar c'hêrioù bras a felle dezho, mont da welet gweledvaoù diamen hag estren dezho hag a vefe chomet digemm a-dreuz ar c'hantvedoù. Dav e oa bout divroet a-grenn gant ar beajoù, ha Breizh a oa ur vro a glote gant o c'hoant.

Dilhad hengounel Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dedennet e voe F. H. Lalaisse gant dilhad hengounel Breizh, a skeudennas evit al levr Galerie armoricaine (1845-46). Kalzik labourioù diaraok a voe adkavet gantañ, peogwir e oa bet tud dedennet ivez, adalek ar XVIvet kantved, gant buhezegezh ha kredennoù relijiel a zo estren da Europa ; kement all a c'hoarvezas e Bro-C'hall ivez, ma voe emouez an intelligentsia[5] ouzh ar sevenadurioù lies a oa er Stad. Unan eus ar sevenadurioù-se he dedennas ar muiañ eo hini ar Gelted, ha perzh a gemeras al livour el luskad-se dre e livadurioù hag e zisplegadennoù a-zivout dilhad kaer Breizh – hep plediñ gant re ar pemdez ha re ar glaskerien-vara avat.

Hiziv c'hoazh e vez implijet e labour evit fardañ dilhad ar c'helc'hioù keltiek.

Ul listenn peuzklok zo e lec'hienn Internet Levraoueg vroadel Bro-C'hall (BnF ; gwelit el liammoù diavaez).

Skeudennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Cuisenier, Jean ; Delouche, Denise ; Lossignol, Simone. François Hippolyte Lalaisse et la Bretagne : un carnet de croquis et son devenir. Div levrenn : F. H. Lalaisse et la Bretagne ha De la Bretagne et autres contrées. Brest : Éditions de la Cité, 1985 (ISBN 978-2-85186-031-6)
  • (fr) Le Men, Ségolène. François Hippolyte Lalaisse et la Bretagne : un carnet de croquis et son devenir. Div levrenn : F. H. Lalaisse et la Bretagne ha De la Bretagne et autres contrées. Brest : Éditions de la Cité, 1985 (ISBN 978-2-85186-031-6)
  • Le Men, Ségolène. Les Français peints par eux-mêmes - Panorama social du XIXe siècle. Paris : Réunion des Musées Nationaux, Musée d'Orsay, 1993 (ISBN 978-2-7118-2807-4).
  • (fr) Thiesse, Anne-Marie (2016). La construction du folklore français @ L'Histoire par l'image. Kavet : 06 Du 25..

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. 1 2 Cuisenier & al., 2007.
  2. ↑ (fr) F. H. Lalaisse @ Grance chancellerie de la Légion d'honneur. Kavet : 06 Du 25..
  3. ↑ Salon de peinture et de sculpture eo anv klok ar Saloñs-se, a voe dalc'het adalek dibenn ar XVIIvet kantved betek 1880.
  4. ↑ Thiesse 2016.
  5. ↑ Intelligentsia (diwar ar poloneg inteligencja dre ar rusianeg интеллигенция) : ur renkad kevredigezhel hag a bleustr gant krouiñ ha skignañ danvez sevenadurel gant harp arzourien ha kelennerien.