Dan Abnett
Neuz
Dan Abnett
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
| Anv-bihan | Dan |
| Deiziad ganedigezh | 12 Here 1965 |
| Lec'h ganedigezh | Rochdale |
| Pried | Nik Vincent |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Tachenn labour | bannoù-treset |
| Bet war ar studi e | St Edmund Hall, Maidstone Grammar School |
| Deroù ar prantad labour | 1988 |
| Tachenn | faltazi tebouezek |
| Prizioù resevet | Bob Morane award for best foreign novel |
| Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
| Bibliography | Dan Abnett bibliography |
Daniel P. Abnett, ganet d'an 12 a viz Here 1965, zo ur senarioour comic ha skrivagner saoz. Alies eo bet o labourat gant ar skrivagner Andy Lanning, ha labouret en deus war romantoù evit Marvel Comics, hag ivez evit ar marc'had breizhveuriat gant Marvel UK, abaoe ar bloavezhioù 1990. Labouret en deus ivez war 2000 AD. Ouzhpenn-se en deus labouret evit DC Comics, ha skrivet en deus kalz evit Warhammer Fantasy ha Warhammer 40000 en ur skrivañ romantoù ha bannoù-treset evit ar Black Library eus Games Workshop. Hiziv-an-deiz en deus bet skrivet degadoù a romantoù ha gwerzhet ouzhpenn 2 vilion a levrioù[1][2]. E gentañ oberenn en un hollved krouet gantañ a oa bet embannet e 2009 en ti-embann Angry Robot[3].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Dan Abnett Books in Order. Book Series in Order (20 October 2015).
- ↑ Black Library Blog. Blacklibrary.com.Patrom:Dead link
- ↑ Marco. Dan Abnett joins our robot horde. Angry Robot Books.