Mont d’an endalc’had

Arm-dorn

Eus Wikipedia
Ur bistolenn Browning Hi-Power (1935).
Ur revolver Modèle 1892 gall.

Un arm-dorn zo un arm-tan hiniennel a c'hall bezañ douget hag implijet gant un dorn hepken. Berroc'h eo o c'hanolioù evit reoù an armoù-skoaz, ha skañvoc'h int ivez. Abalamour da se eo berroc'h o hed-tenn efedus (betek 50 metr peurliesañ), ha n'int ket ken resis. An armoù-dorn a c'hell bezañ revolverioù (armoù dezhe un daboulin hag a dro evit linenniñ ar c'hartouchennoù gant kanol an arm) pe pistolennoù (armoù dezhe ur gambr hepken, pourveziet hiziv an deiz gant ur c'harger fiñv).

Implij ha lezenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Armoù-dorn a vez douget war ar pemdez gant nerzhioù surentez diabarzh meur a vro (pistolennoù SIG Sauer SP2022 gant ar polis hag an Archeriezh Vroadel e Bro-C'hall da skouer). A-drugarez dezhe o dez un arm-tan galloudus a-walc'h evit talañ ouzh kefridioù boas, met skañv ha bihan. En armeoù e vezont implijet evel eil arm en droadegiezh, ouzhpenn ar fuzuilhoù-arsailh da skouer, evit uhelaat galloud-tan ar soudarded ha talañ ouzh kudennoù mekanik pe mank a vunisionoù eus an arm kentañ. An ofiserien uhel zo pourveziet gant un arm-dorn hepken peurliesañ, dre ma ne gemeront ket perzh alies en emgannoù war an dachenn.

E bed ar sportoù tennañ e raer gant armoù-dorn ivez. Difennet eo o implij evit chaseal e meur a vro en Europa, met aotreet eo er Stadoù-Unanet da skouer, e-lec'h ma'z eus bet diorroet munisionoù a-ratozh evit se.

E Bro-C'hall, an holl armoù-dorn produet goude 1900 zo renket e rummad B al lezenn war an armoù-tan[1].

  1. ↑ (fr) Armes : à quoi correspondent les différentes catégories ?, Service Public, 18/09/2025 (lennet d'ar 07/11/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan